16
1 Lavaret em eus deoc'h an traoù-mañ, evit na gemerot ket a skouer fall. 2 Kas a raint ac'hanoc'h kuit eus o sinagogennoù; an eur a zeu ma kredo piv bennak ho lakaio d'ar marv servijañ Doue. 3 Ober a raint kement-se deoc'h, abalamour n'o deus ket anavezet na va Zad na me. 4 Met me am eus lavaret deoc'h an traoù-se, evit m'ho po soñj, pa vo deuet an eur, em eus o lavaret deoc'h. Ne'm eus ket lavaret anezho deoc'h abaoe ar penn-kentañ, abalamour ma oan ganeoc'h. 5 Met bremañ ez an da gavout an hini en deus va c'haset, hag hini ac'hanoc'h ne c'houlenn ouzhin: Pelec'h ez ez? 6 Met, abalamour ma em eus lavaret deoc'h an traoù-mañ, an dristidigezh he deus leuniet ho kalon. 7 Koulskoude, me a lavar deoc'h ar wirionez, talvoudek eo deoc'h ez afen kuit; rak ma ne dan ket kuit, ar Frealzer ne zeuio ket d'ho kavout; met mar dan kuit, me a gaso anezhañ deoc'h. 8 Ha pa vo deuet, e kendrec'ho ar bed a bec'hed, a reizhder, hag a varnedigezh: 9 a bec'hed, abalamour na gredont ket ennon; 10 a reizhder, abalamour ma'z an da gavout va Zad ha ne'm gwelot mui; 11 a varnedigezh, abalamour priñs ar bed-mañ a zo dija barnet. 12 Kalz a draoù all am eus c'hoazh da lavarout deoc'h, met n'oc'h ket c'hoazh evit o dougen. 13 Met pa vo deuet hennezh, ar Spered a wirionez, e reno ac'hanoc'h en holl wirionez, rak ne gomzo ket anezhañ e-unan, met lavarout a raio kement en devo klevet, hag e tisklêrio deoc'h an traoù da zont. 14 Eñ eo an hini a roio gloar din, abalamour ma kemero eus ar pezh a zo din, ha ma en disklêrio deoc'h. 15 Kement en deus an Tad a zo din; setu perak em eus lavaret e kemero eus ar pezh a zo din, hag en disklêrio deoc'h. 16 C'hoazh un nebeut amzer ha ne'm gwelot mui; hag a-nevez un nebeut amzer goude em gwelot, abalamour ma'z an da gavout va Zad. 17 Hag hiniennoù eus an diskibien a lavaras an eil d'egile: Petra eo ar pezh a lavar deomp: A-benn nebeut amzer, ne'm gwelot mui; hag a-nevez un nebeut amzer goude em gwelot; hag: Abalamour ma'z an da gavout va Zad? 18 Lavarout a raent eta: Petra eo pa lavar: A-benn nebeut amzer? N'ouzomp ket ar pezh a lavar. 19 Jezuz eta, oc'h anavezout e c'hoantaent ober goulennoù outañ, a lavaras dezho: C'hwi a ra goulennoù an eil ouzh egile diwar-benn ar pezh am eus lavaret: A-benn nebeut amzer, ne'm gwelot mui; hag a-nevez un nebeut amzer goude em gwelot. 20 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, c'hwi a welo hag a hirvoudo, hag ar bed en em laouenaio; c'hwi a vo en dristidigezh, met ho tristidigezh a vo troet e levenez. 21 Pa wilioud ur wreg, he devez poan, abalamour ma vez deuet he amzer; met adalek ma'z eo gwilioudet eus ur bugel, n'he devez ken soñj eus he foan, gant ar joa he deus da vezañ ganet un den er bed. 22 Evel-se, c'hwi a zo bremañ en dristidigezh; met me ho kwelo a-nevez, hag ho kalon en em laouenaio, ha den ne lamo diganeoc'h ho levenez. 23 Hag en deiz-se, c'hwi ne c'houlennot ken mann ouzhin war netra. E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, penaos kement a c'houlennot digant an Tad em anv, e roio anezhañ deoc'h. 24 Betek vremañ n'hoc'h eus goulennet netra em anv; goulennit, hag ho po, evit ma vo ho levenez peurleuniet. 25 Me am eus lavaret deoc'h an traoù-mañ e parabolennoù; met an amzer a zeu na gomzin ken deoc'h e parabolennoù; met me a gomzo deoc'h freals eus an Tad. 26 En deiz-se, c'hwi a c'houlenno em anv, ha ne lavaran ket deoc'h e pedin an Tad evidoc'h, 27 rak an Tad e-unan ho kar, abalamour m'hoc'h eus va c'haret, ha m'hoc'h eus kredet on deuet eus Doue. 28 Me a zo deuet eus an Tad, hag on deuet er bed; lezel a ran a-nevez ar bed, hag ez an da gavout va Zad. 29 E ziskibien a lavaras dezhañ: Setu, bremañ e komzez freals, ha ne lavarez parabolenn ebet. 30 Bremañ, ni a oar ec'h anavezez an holl draoù, ha ne'c'h eus ket ezhomm e c'houlennfe den netra ouzhit; abalamour da-se eo e kredomp out deuet eus Doue. 31 Jezuz a respontas dezho: C'hwi a gred bremañ? 32 Setu, an eur a zeu, hag deuet eo dija, penaos e viot stlabezet pep hini ouzh e gostez, ha penaos e lezot ac'hanon va-unan; met me n'on ket va-unan, abalamour va Zad a zo ganin. 33 Lavaret em eus deoc'h an traoù-mañ evit m'ho po ar peoc'h ennon; c'hwi ho po trubuilhoù er bed, met bezit kalonek, me am eus trec'het ar bed.